Leviegezh 5:16
Hag hén̄ a zistôlô ar péz en dévézô kéméret é gaou, ha pemp gwéach kémen̄d all ouc’h-penn, a rôi d’ar bélek, péhini a bédô évid ann hini a gennigô ann tourz, hag é vézô distolet hé béc’hed da hé-man̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:26Hag hén̄ a zevô al lard war ann aoter, ével ma eo ar boaz da ôber évid ar viktimou a béoc’h; hag ar bélek a bédô évit han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
Leviticus 5:10Ebén a zevô ével eur sakrifiz-losk; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
Leviticus 6:4O véza ken̄drec’het gan̄d hé béc’hed,
Leviticus 22:14Néb en dévézô debret hép gouzout eûz ann traou san̄télet, a lakai eur bempved lôden ouc’h-penn ar péz en deûz debret, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek évid ar san̄tuar.
Leviticus 27:15Hôgen mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄, hag en dévézô ann tî.