Leviegezh 6:7
Hag ar bélek a bédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou; ha kémen̄d droug en dévézô gréat ô péc’hi a vézô distolet d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 4:31Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.
Leviticus 5:13Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.
Leviticus 5:18É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,
Ezekiel 18:21Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.