Leviegezh 6:9
Gourc’hémenn ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien: Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz-losk: Devet é vézô war ann aoter héd ann noz bétég ar min̄tin; ann tân a vézô kéméret eûz ann aoter hé-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 2:3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Leviticus 6:12Ann tân a zevô bépréd war ann aoter, hag ar bélek a vagô anézhan̄, ô lakaat bemdéz, diouc’h ar min̄tin, keûneûd war-n-ézhan̄; ha goudé béza lékéat ar viktim war ar c’heûneûd, é tevô war-c’horré lard ann hostivou a béoc’h.
Leviticus 24:9Hag hî a vézô da Aaron ha d’hé vipien, évid hô dibri el léac’h san̄tel; ô véza ma in̄t san̄tel-brâz, ha gwéstlet d’ann Aotrou dré eur gwîr peûr-baduz.
Numbers 28:9Hôgen é deiz ar sabbat é kennigot daou oan bloaz dinam, ha daou zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évid ar sakrifiz, hag ar braoued-kennigou,