Leviegezh 8
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Kémer Aaron gan̄d hé vipien, hô gwiskou, ann oléô sakr, al leûé a dlé béza kenniget évid ar péc’hed, daou dourz, hag eur gést bara dic’hoell;
3Ha dastum ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl.
4Moizez a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hag ô véza dastumet ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl,
5É lavaraz d’ézhô: Chétu pétrâ en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da ôber.
6Ha neûzé é tiskouézaz Aaron hag hé vipien. Ha goudé m’en dôé hô gwalc’het,
7É lékéaz d’ar bélek-brâz ar zaé lîn a-zindân, gan̄d ar gouriz war-c’horré; hag é lékéaz d’ézhan̄ ar zaé c’hlâz, hag ann éfod war-c’horré;
8Ha goudé béza hé stardet gan̄d ar gouriz, é lékéaz out-han̄ ar rational, war béhini édô ar geriou-man̄: kélénnadurez ha gwirionez.
9Lakaad a réaz ivé ann diaren war hé benn; ha war hé gorré, ouc’h ann tâl, é lékéaz ann daolen aour gwéstled ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
10Kéméroud a réaz ivé ann oléô sakr (T), gan̄t péhini éc’h éôliaz ann tabernakl gan̄d hé holl listri.
11Ha goudé m’en doé sparfet ann aoter seiz gwéach, éc’h éôliaz anéz-han̄, hag hé holl listri, hag é san̄télaz gan̄d éôl ar véol gan̄d hé droad.
12Skuḻa a réaz ivé éôl war benn Aaron, hag éc’h éôliaz, hag é sakraz anézhan̄.
13Hag ô véza kenniget mipien Aaron, é wiskaz d’ézhô saéou lîn, é lékéaz gourizou war hô zrô, ha mitrou war hô fenn, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
14Kenniga a réaz ivé eul leûé évid ar péc’hed; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn al leûé,
15É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
16Neûzé é tevaz war ann aoter al lard a oa war ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazelligou, gan̄d hô lard.
17Hag hén̄ a zevaz al leûé er-méaz eûz ar c’hamp, gan̄d ar c’hroc’hen, hag ar c’hik, hag ar beûzel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
18Kenniga a réaz ivé eunn tourz é sakrifiz-losk; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn ann tourz,
19É lazaz Moizez anézhan̄, hag é skuḻaz hé c’hoad war-drô d’ann aoter.
20Trouc’ha a réaz ann tourz a dammou, hag é tevaz enn tân ar penn, ann izili, hag al lard,
21Goudé béza gwalc’het ar bouzellou hag ann treid; hag é tevaz ann tourz holl war ann aoter, ô véza ma oa eur sakrifiz-losk a c’houés vâd d’ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄.
22Eunn tourz all a gennigaz, évit sakradurez ar véleien; hag Aaron hag hé vipien ô véza lékéat hô daouarn war benn ann tourz,
23É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kémérout eûz hé c’hoâd, ê lékéaz eûz anézhan̄ war bennik skouarn zéou Aaron, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou.
24Kenniga a réaz ivé mipien Aaron; ha goudé m’en dôé lékéat eûz a c’hoâd ann tourz a oa bét lazet, war bennik skouarn déou pép-hini anézhô, ha war veûd hô dourn déou, ha war veûd hô troad déou, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd war ann aoter trô-war-drô.
25Hôgen lakaad a réaz a dû al lard, hag al lôst, hag al lard holl a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazel gan̄d hô lard, hag ar skoaz zéou.
26Hag ô kémérout eûz a gavel ar baraou dic’hoell a ioa dirâg ann Aotrou, eur bara dic’hoell, eur wastel kemmesket gan̄d éôl, hag eur gouiñ, é lékéaz anézhô war al lard, ha war ar skoaz zéou;
27Hag hô lékéaz holl étré daouarn Aaron hag hé vipien péré hô zavaz dirâg ann Aotrou;
28Ha Moizez ô véza hô c’héméret eûz hô daouarn, hô devaz war aoter ar sakrifiz-losk, ô véza ma oa eur c’hennig a zakradurez, hag eur sakrifiz a c’houés vâd d’ann Aotrou.
29Hag é kéméraz poull-kaloun ann tourz a oa bét lazet évid ar sakrérez, hag é savaz anézhan̄ dirâg ann Aotrou, ével hé lôd, diouc’h hé c’hourc’hémenn.
30Hag ô kémérout ann oléô sakr (T), hag ar goâd a oa war ann aoter, é taolaz anézhô war Aaron, ha war hé wiskaman̄chou, war vipien Aaron, ha war hô gwiskaman̄chou.
31Ha goudé m’en dôé sakred anézhô enn hô gwiskaman̄chou, é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout: Poazid ar c’hîg é-tâl dôr ann tabernakl, ha dibrit hén̄ énô; dibrid ivé bara ar sakradurez, a zô bét lékéad er c’havel, ével m’en deûz hé c’hourc’hémennet ann Aotrou, ô lavarout: Aaron hag hé vipien a zebrô anézhô.
32Ha kémen̄d a choumô eûz ar c’hîk hag eûz ar bara-zé, a vézô devet gan̄d ann tân.
33N’az éot két ivé kuît eûz a dâl-dôr ann tabernakl é-pâd seiz dervez, bétég ann deiz é péhini é vézô tréménet amzer hô sakradurez; râg ar zakradurez a zô peûr-c’hréat é seiz dervez;
34Ével ma hoc’h eûz hé wélet bréman̄, évit ma vézô peûr-c’hréat lidou ar sakrifiz.
35Nôz-deiz é choumot enn tabernakl, oc’h ôber gward ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchot; râg ével-se eo bét gourc’hémennet d’in.
36Hag Aaron hag hé vipien a réaz kémen̄d en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Moizez. ———— IX. PENNAD. Aaron a gennig meûr a sakrifiz.