Leviegezh 8:14
Kenniga a réaz ivé eul leûé évid ar péc’hed; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn al leûé,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:3Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.
Leviticus 8:2Kémer Aaron gan̄d hé vipien, hô gwiskou, ann oléô sakr, al leûé a dlé béza kenniget évid ar péc’hed, daou dourz, hag eur gést bara dic’hoell;
Leviticus 16:21Hag ô véza lékéat hé zaou zourn war benn ar bouc’h, é tisklériô holl fallagriézou bugalé Israel, hag hô holl wallou, hag hô holl béc’héjou; hag oc’h hô lakaat gan̄d drouk-peden war benn ar bouc’h, her c’hasô d’ann distrô gan̄d eunn dén daré évit-sé.
Psalms 66:15Kenniga a rinn d’id hostivoau-losk mélek gan̄t môged ann tourzed; kenniga a rinn d’id éjenned gan̄t bouc’hed.
Ezekiel 43:19Ha té hô rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.