Niveroù 14:5
Moizez hag Aaron ô véza klevet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz d’ann douar dirâg ann holl strollad eûz a vugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Hag hî a lavaraz ann eil d’égilé: Lékéomb unan da benn d’é-omp, ha distrôomp d’ann Éjipt.
Cross References
Leviticus 9:24Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou. ———— X. PENNAD. Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.
Numbers 16:22Ar ré-man̄ en em strin̄kaz war hô génou d’ann douar, hag a lavaraz: O Doué holl c’halloudek, Doué ar spéréjou hag ann holl gîk, ha sével a rai drouk enn-oud a-éneb ann holl évit péc’hed unan hép-kén?
Numbers 17:10Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Doug adarré gwialen Aaron é tabernakl ann désténi, évit ma vézô miret énô ével eunn arouéz eûz a zispac’h bugalé Israel, ha ma éanô hô c’hlemmou em énep, gan̄d aoun na varvchen̄t.
Joshua 7:10Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Saô, pérâg oud-dé gourvézet war ann douar?
1 Chronicles 21:16Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.
Daniel 10:9Ha mé a glévaz mouéz hé c’hériou: ha pa hé c’hléviz é c’hourvéziz war va dremm ha mé spoun̄tet-brâz, ha va génou a oa stag oud ann douar.