Aviel Lukaz 1:71
O lavarout pénaoz é tieûbché ac’hanomp eûz a hon énébourien, hag é tennjé ac’hanomp eûz a zouarn ar ré a gasaé ac’hanomp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
That we should be saved from our enemies, and from the hand of all that hate us;
In Context
70É-c’hîz ma en deûz komzet dré c’hénou hé Broféded san̄tel, adalek derou ar béd.
72Évid diskouéza hé drugarez é kén̄ver hon tadou, hag évid én̄ori hé gévrédigez san̄tel;
Cross References
Psalms 106:10Hag hén̄ a zieûbaz anézhô eûz a zourn ar ré a gaséé anézhô; hag é tennaz anézhô eûz a zourn hô énébour.
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Isaiah 54:7É tigasinn anézhô war va ménez san̄tel, hag é laouénainn anézhô é tî va féden. Ar sakrifisou hag ann hostivou a gennigin̄t war va aoter a vézô hétuz d’in: râk va zi a vézô galvet tî ar béden évid ann holl boblou.
Jeremiah 30:9Enn eur wéla é teûin̄t, hag enn drugarez é tigasinn anézhô; hô c’hâs a rinn a-dreûz d’ar froudou dour dré eunn hen̄t éeun, ha na strébotin̄t két enn-han̄ rak deûed ounn da dâd da Israel, hag Éfraim eo va c’hen̄ta-ganet.
Ezekiel 28:26Hag hî a choumô enn-han̄ gan̄t pép kréd; hag hî a zavô tiez, hag a blan̄tô gwini, hag a choumô gan̄t fisiañs, p’am bézô gréat barn war ar ré holl a stourm out-hô trô-war-drô; hag hî a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, hô Doué. ———— XXIX. PENNAD Diougan a-énep roué ann Éjipt.