Aviel Lukaz 1:9
Hag é c’hoarvézaz pénaoz, dioûc’h boaz ar véleien, é oa kouézed ann darvoud d’ézhan̄ mon̄d é diabarz templ Doué, évit kenniga ann ézan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Hôgen Zakariaz a réa hé garg a vélek dirak Doué é reiz hé dûd.
10Hag ann holl en̄groez eûz ar bobl a ioa er-méaz ô pidi é-pâd ma édod ô kenniga ann ézan̄s.
Cross References
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
1 Chronicles 6:49Hôgen Aaron hag hé vipien a gennigé kémen̄d a losked war aoter ar sakrifisou-losk ha war aoter al louzou-c’houés-vâd, é holl garg san̄t ar zen̄t; hag hî eo a bédé évid Israel, hervez kemen̄d en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher Doué.
Hebrews 9:6Né két kavet-mâd gan-éz ann hostivou poaz.