Aviel Lukaz 11:22
Hôgen mar teû eur ré kréoc’h égét-han̄, ha péhini a drec’hô anézhan̄, hé-man̄ a gasô gan̄t-han̄ hé holl armou, é péré é fisié, hag a zarnaouô hé ziwisk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Pa éma ann dén kré armet évid diwalloud hé dî, kémen̄d en deûz a zô é péoc’h.
23Nép n’éma két gan-én, a zô a-énep d’in: ha nép na zastum két gan̄-én, a skiñ.
Cross References
Isaiah 27:1Gwâ Ariel, Ariel, ar géar out péhini é stourmaz David. Likiid eur bloaz war eur bloaz, hag hé lidou a wézô tréménet.
Isaiah 53:12Râg el lévénez éz éot-kuît, hag er péoc’h é viot kaset. Ar menésiou hag ar c’hrec’hiennou a ganô kanaouennou a veûleûdi dira-z-hoc’h, hag holl wéz ar vrô a stlakô ével ma ho défé daouarn.