Aviel Lukaz 11
1Eunn deiz, pa édo Jézuz enn eul léac’h ô pidi, goudé m’en doé éhanet, unan eûz hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, desk d’é-omp da bidi, ével ma en deûz desket Iann d’hé ziskibled.
2Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pa bédot, livirit: Tâd, da hanô bézet meûlet. Da rouan̄télez deûed d’é-omp.
3Rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek.
4Ha distaol d’e-omp hor péc’héjou, ével ma tistaolomp d’ar ré holl péré a dlé d’é-omp. Ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul.
5Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô: Péhini ac’hanoc’h mar en défé eur miñoun, ha m’az ajé d’hé gaout da han̄ter-nôz, hag a lavarjé d’ézhan̄: Va miñoun, rô d’in évid eunn amzer teir dors vara.
6Râg eur miñoun d’in a zô deûed eûz ann hen̄t d’am c’havout, ha n’em eûz nétrâ da lakaad dira-z-han̄.
7Ha ma lavar ann dén-zé eûz hé dî d’ézhan̄: Na heskin kéd ac’hanoun: serred eo va dôr; va bugalé a zô kousket em gwélé; na hellann két sével évit rei d’îd ar péz a c’houlennez.
8Ha ma ken̄dalc’h da skei, hel lavaroud a rann d’é-hoc’h. ma na zâv kéd évit rei d’ézhan̄ dré ann abek ma eo miñoun d’ézhan̄; hôgen dré ann abek d’hé heskin é savô, hag é rôiô d’ézhan̄ kémen̄d ha ma en dévézô ézomm.
9Ha mé a lavar d’é-hoc’h: Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h: klaskit, hag é kéfot: stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.
10Râk néb a c’houlenn, é véz rôed dézhan̄: ha néb a glask a gâv: ha da néb a stok é vézô digoret.
11Hôgen péhini eo ann tâd ac’hanoc’h, péhini a rôjé d’hé vâb eur méan, pa c’houlenn bara, pé eunn aer, pa c’houlenn pésked?
12Pé a rôjé d’ézhan̄ eur grug, pa c’houlenn eur vi?
13Mar gouzoc’h éta, ha c’houi drouk, rei traou mâd d’ho pugalé, gan̄t péger braz préder hô tâd péhini a zô enn én̄v na roi-hén̄ két eur spéred mâd d’ar ré a c’houlenno digan̄t-han̄?
14Hag hén̄ a gasaz-kuît eunn diaoul péhini a ioa mud. Ha pa en doé kaset-kuîd ann diaoul, ann dén mûd a gomzaz, hag ann holl bobl a oé souézet-brâz.
15Hôgen lôd anézhô a lavaraz: Dré Véelzébub, penn ann diaoulou eo é kas-kuîd ann diaoulou.
16Lôd all évid hé dempti, a c’houlennaz digan̄t-han̄ eunn arouéz enn én̄v.
17Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô ménosiou, a lavaraz d’ézhô: Pép rouan̄télez dizunvan out-hi hé-unan, a vézô disman̄tret, ha pép tî dizunvan out-han̄ hé-unan, a vézô diskaret.
18Mar d-eo éta Satan dizunvan out-han̄ hé-unan, pénaoz é choumô hé rouan̄télez enn hé zâ? Râk c’houi a lavar pénaoz eo dré Véelzébub é kasann-kuît ann diaoulou.
19Mar kasann-kuît ann diaoulou dré Véelzébub, dré biou hô c’hâs-kuît hô pugalé? Râk-sé é vézin̄d hô-unan hô parnerien.
20Hôgen mar kasann-kuît ann diaoulou dré viz Doué, rouan̄télez Doué a zô éta deûet bétég enn-hoc’h.
21Pa éma ann dén kré armet évid diwalloud hé dî, kémen̄d en deûz a zô é péoc’h.
22Hôgen mar teû eur ré kréoc’h égét-han̄, ha péhini a drec’hô anézhan̄, hé-man̄ a gasô gan̄t-han̄ hé holl armou, é péré é fisié, hag a zarnaouô hé ziwisk.
23Nép n’éma két gan-én, a zô a-énep d’in: ha nép na zastum két gan̄-én, a skiñ.
24Pa eo éat ar spéred louz er-méaz eûz a eunn dén, é valé dré al lec’hiou séac’h, ô klaskoud ar péoc’h: hag ô véza n’hé c’hâv két, é lavar: Distrei a rinn d’am zî a béléac’h ounn deûet.
25Ha pa zeû, é kâv anézhan̄ skubet ha kempennet.
26Neûzé éz â, hag é kémer gan̄t-han̄ seiz spéred all gwasoc’h égét-han̄, hag ô von̄d enn tî é choumon̄d énô: hag ar stâd divéza euz ann dén-zé a zô gwasoc’h égéd ar stâd ken̄ta.
27Hôgen pa lavaré kémen̄t-sé, eur vaouez ô sével hé mouéz eûz a greiz ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄: Euruz ar c’hôv en deûz da zouget, hag ann divronn éc’h eûz sunet.
28Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi: Pé ken̄toc’h, euruz ar ré a zelaou gér Doué, hag a vîr anézhan̄.
29Hôgen ô véza ma tirédé ar bobl war hé drô, é téraouaz lavarout: Ar wenn-man̄ a zô eur wenn drouk: eunn arwéz a c’houlenn, ha na vézô rôed d’ézhi néméd arwéz ar profed Jonaz.
30Râk ével ma oé Jonaz eunn arwéz évid ann Ninivéed, ével-sé é vézô Mâb ann dén eunn arwez évid ar wenn-man̄.
31Rouanez ar C’hresteiz a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallô anézhi dré ma eo deûed eûz a harzou ann douar da zélaoui furnez Salomon: ha chétu aman̄ mui égét Salomon.
32Tud Niniva a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallin̄t anézhi dré ma hô deûz gréat pinijen goudé prézégen Jonaz: ha chétu aman̄ mui égét Jonaz.
33Dén na énaou eur c’hleûzeur, évid hé lakaad enn eul léac’h kuzet, pé din̄dan ar boézel: hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma sklerai ar ré a zeûi ébarz.
34Da lagad a zô kleûzeur da c’horf. Mar d-eo eeun da lagad, da gorf holl a vézô lugernuz: hôgen mar d-eo drouk, da gorf a vézô téval.
35Diwall éta na vé tévalien ar goulou a zô enn-oud.
36Mar d-eo éta da gorf holl lugernuz, hép kévren dévat é-béd, lugernuz é vézô holl, hag é sklerai ac’hanod, é-c’hîz eur c’hleûzeur lufruz.
37Ha pa gomzé, eur Farizian a bédaz anézhan̄ da leina enn hé dî. Hag hén̄ ô véza éad ébarz, en em lékéaz ouc’h taol.
38Hôgen ar Farizian a zéraouaz lavaroud enn-han̄ hé-unan: Pérâk na walc’h kéd hé zaourn abarz leina?
39Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: C’houi, Farizianed, a néta ann diavéaz eûz ar c’hôp hag eûz ar plâd: hôgen ann diabarz ac’hanoc’h a zô leûn a laéron̄si hag a zrougiez.
40Tûd diboell, ann hini en deûz gréad ann diavéaz, ha n’en deûz-hén̄ két gréad ivé ann diabars?
41Hôgen rôid ann aluzen diwar ar péz a hellid da ziouéri; ha chétu pép tra a vézô glân d’é-hoc’h.
42Hôgen gwa c’houi, Farizianed, péré a baé ann déog war ar ven̄t, war ar rû, ha war ann holl louzou, ha péré a drémen dreist ar varn hag ar garan̄tez a Zoué. Ann traou-zé a zô réd hô ôber, hép lézel ar ré all da ôber.
43Gwa c’houi, Farizianed, péré a gâr ar c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, hag ar stouou er marc’hallec’h.
44Gwa c’houi, péré a zô ével bésiou ha na wéleur két, ha war béré é valé ann dûd, héb hô anaout.
45Neûzé unan eûz a zoktored al lézen a respoun̄taz, hag a lavaras d’ézhan̄: Mestr, ô komza ével-sé, é tirogez ivé ac’hanomp.
46Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Gwa ivé c’houi, doktored al lézen, dré ma kargid ann dûd a vec’hiou ha na hellon̄t kéd da zougen, ha c’houi na fin̄vfac’h kéd anézhô gan̄d hô pîz.
47Gwa c’houi, péré a zâv bésiou d’ar Broféded; hag hô tadou hô deûz hô lazet.
48Évit-gwîr é rôid da anaout pénaoz é kavit-mâd ar péz hô deûz gréad hô tadou: râg hî hô deûz hô lazet, ha c’houi hoc’h eûz savet bésiou d’ézhô.
49Dré-zé furnez Doué é deûz lavaret: Kâs a rinn d’ézhô Proféded hag Abostoled, hag é lazin̄t lôd, hag éc’h heskinin̄t lôd all.
50Évit ma vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄ goâd ann holl Broféded, a zô skuḻet adalek derou ar béd,
51Adalek goâd Abel bété goâd Zakariaz, péhini a zô bét lazet étré ann aoter hag ann templ. Ia, hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, kémen̄t-sé a vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄.
52Gwa c’houi doktored al lézen, dré ma hoc’h eûz kéméret alc’houez ar wiziégez, ha n’oc’h kéd éad enn-hi, hag hoc’h eûz diarbennet ar ré a fellé d’ézhô mon̄d ébarz.
53Hôgen pa gomzé ével-sé d’ézhô, ar Farizianed ha doktored al lézen a zéraouaz hé en̄krézi stard, hag hé skuiza gan̄d holl draou a c’houlennen̄t digan̄t-han̄.
54Oc’h aoza lindagou d’ézhan̄, hag ô klaskout tenna eunn dra eûz hê c’hénou, évit tamalloud anézhan̄. ———— XII. PENNAD.