Aviel Lukaz 12:33
Gwerzit kémen̄d hoc’h eûz, ha rôit-hén̄ d’ar béorien. Grîd évid-hoc’h sierigou péré na gôsaint két; grîd eunn ten̄zor enn én̄v, péhini na vézô kéd difraramet; eûz a béhini na dôstai kéd al laéroun, ha péhini na vézô két kriñet gan̄d ar préved.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
32N’hô pézet kéd a aoun, tropel bihan, râk hétet en deûz hô tâd rei d’é-hoc’h hé rouan̄télez.
34Râg el léac’h ma éma hô ten̄zor, énô ivé é vézô hô kaloun.
Cross References
Haggai 1:6Kalz hoc’h eûz hadet, ha nébeût hoc’h eûz dastumet: débret hoc’h eûz, ha n’oc’h két bét gwalc’het: évet hoc’h eûz, ha né két bét torret hô séc’hed: en em c’hôlôet oc’h, ha né két bét tomm d’é-hoc’h: hag ann hini en deûz dastumet madou, en deûz hô lékéat enn eur sac’h toull.
Luke 12:21Kémen̄t-sé a c’hoarvez da néb a zastum madou évit-han̄ ha péhini né d-eo két pinvidik dirâk Doué.
Luke 18:22Jézuz ô véza hé glevet, a lavaraz d’ézhan̄: Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber: gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô hén̄ d’ar béorien, hag ez pézô eunn ten̄zor enn én̄v: ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.