Aviel Lukaz 18:22
Jézuz ô véza hé glevet, a lavaraz d’ézhan̄: Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber: gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô hén̄ d’ar béorien, hag ez pézô eunn ten̄zor enn én̄v: ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Hag hén̄ a lavaraz: Mired em eûz kémen̄t-sé adalek va iouan̄kiz.
23Hé-man̄ pa glevaz kémen̄t-sé a oé glac’haret-braz; râk pinvidik-braz é oa.
Cross References
Psalms 27:4Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.
Luke 9:23Hôgen hén̄ a lavaraz d’ann holl: Mar fell da unan-bennâg don̄d war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ra zougô hé groaz bemdéz, ha ra heûliô ac’hanoun.
Luke 10:42Hôgen eunn dra hép-kén a zô réd. Mari é deûz dilennet ar gwella lôden, ha na vézô két lamet digan̄t-hi. ———— XI. PENNAD.
Luke 16:9Ha mé a lavar d’é-hoc’h: Grît miñouned d’é-hoc’h gan̄d ar madou disléal, évit, pa zeûod da gouéza, ma tigémérin̄d ac’hanoc’h enn teltou hîr-baduz.