Aviel Lukaz 15:29
Hag hé-man̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé dâd: Chétu meûr a vloaz zô aba émounn dindân da c’hourc’hémennou, ha biskoaz n’ounn tréménet dreist hini anézhô: ha biskoaz n’éc’h euz rôed eur c’havrik d’in, évid ôber banvez gan̄t va miñouned.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 58:2Râk chétu ann dévalien a c’hôlô ann douar, hag ann amc’houlou ar boblou; hogen ann Aotrou a zavô war-n-od, hag hé c’hloar a vézô gwélet enn-od.
Luke 15:7Lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é vézô ivé muioc’h a laouénidigez enn én̄v évid eur péc’her péhini a ra pinijen, égéd évit naon̄ték ha pévar-ugen̄d dén gwirion, péré n’hô deûz kéd ézomm a binijen.
Luke 18:9Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ da hiniennou, péré a fisié enn-hô hô-unan é-c’hîz tûd gwirion, hag a réa faé eûz ar ré all:
Luke 18:20Ar gourc’hémennou a anavézez: Na lazi két: Na avoultri két: Na laéri két: Na zougi kéd a fals testéni: Enor da dâd ha da vamm.