Aviel Lukaz 15:7
Lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é vézô ivé muioc’h a laouénidigez enn én̄v évid eur péc’her péhini a ra pinijen, égéd évit naon̄ték ha pévar-ugen̄d dén gwirion, péré n’hô deûz kéd ézomm a binijen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 30:12Eur wenn zô hag a zô glân war hé ménô, ha péhini koulskoudé né két bét gwalc’het eûz hé nammou.
Luke 5:32N’ounn kéd deûet évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien d’ar binijen.
Luke 15:29Hag hé-man̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé dâd: Chétu meûr a vloaz zô aba émounn dindân da c’hourc’hémennou, ha biskoaz n’ounn tréménet dreist hini anézhô: ha biskoaz n’éc’h euz rôed eur c’havrik d’in, évid ôber banvez gan̄t va miñouned.
Luke 16:15Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Évid-hoc’h-hu en em ziskouézit gwirion dirâg ann dûd. Doué a anavez hô kalounou: râg ar péz a zô huel war ménoz ann dûd a zô eunn dra argarzuz dirâk Doué.
Romans 7:9Hôgen c’houi na vévit két hervez ar c’hîk, hôgen hervez ar spéred, mar d-éma koulskoudé Spéred Doué enn-hoc’h. Mar d-eo unan-bennâg hép Spéred ar C’hrist gan̄t-han̄, hen-nez, n’eo kéd d’ézhan̄.