Aviel Lukaz 16:15
Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Évid-hoc’h-hu en em ziskouézit gwirion dirâg ann dûd. Doué a anavez hô kalounou: râg ar péz a zô huel war ménoz ann dûd a zô eunn dra argarzuz dirâk Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hôgen ar Farizianed, péré a ioa tûd pîz, a glevé kémen̄t-sé, hag a réa goab anézhan̄.
Cross References
1 Chronicles 29:17Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
Psalms 7:9Ann Aotrou a varn ar boblou; barn ac’hanoun, ô Aotrou, hervez va reiz, hag hervez ma’z ounn dibec’h (T).
Psalms 49:13Ann hen̄t-sé péhini a heûlion̄t a zô eur gwall-skouér évit-hô; ha koulskoudé diouc’h hô lavar é plijô dezhô.
Psalms 139:1Benniget ra vézô ann Aotrou va Doué, péhini en deûz desket ar stourm d’am daouarn, hag ar brézel d’am biziad.
Proverbs 20:6Kalz a dûd a zô galvet trugarézuz; hôgen piou a gavô eunn dén féal?
Isaiah 1:10Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.