Aviel Lukaz 18:23
Hé-man̄ pa glevaz kémen̄t-sé a oé glac’haret-braz; râk pinvidik-braz é oa.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And when he heard this, he was very sorrowful: for he was very rich.
In Context
Cross References
Judges 18:23Hag hî a c’harmé adré d’ézhô. Ar ré-man̄ ô véza hô gwélet, a lavaraz da Vikas: Pétrâ a fell d’id? Pérâg é c’harmez-té? 21 Hag hén̄ a lavaras: Kaset hoc’h eûz gan-é-hoc’h va douéed, péré em eûz gréat d’in, ha va bélek, ha kémen̄d em eûz, hag é livirit: Pétrâ a c’hoarvez gan-éz?
Ezekiel 33:31Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.
Luke 12:15Goudé é lavaraz d’ézhô: Gwélit hag en em virit out pép pizoni: râg é pé paodder-bennâg ma véz eunn dén, hé vuez na zalc’h kéd oud ar péz en deûz.
Luke 21:34Likid éta évez ouz-hoc’h, gan̄d aoun na zeufé hô kalounou da bounnéraat, gan̄d al lontégez hag ar vézven̄ti, ha gan̄t préderiou ar vuez-man̄; ha na zeûfé ann deiz-zé enn-eunn-taol évid hô souéza:
Philippians 3:8Ouc’h-penn é vennann pénaoz pép-trâ a zô eur c’holl é-skoaz ann anaoudégez huel euz a Jézuz-Krist hon Aotrou, évit péhini em eûz diouéret pép-trâ, oc’h hé zellout ével teil, évit ma c’hounézfenn ar C’hrist,