Aviel Lukaz 24:5
Hag ével m’hô doa-hî aoun, ha ma soublen̄t hô fennou war zû ann douar, ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô: Pérâg é klaskit-hu ann hini a zô béd é-touez ar ré varô?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 8:17Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.
Daniel 10:16Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou: hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun: Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.
Luke 1:12Zakariaz oc’h hé wélout a oé saouzanet-braz, hag é krogaz eur spoun̄t brâz enn-han̄.