Aviel Lukaz 7:19
Ha Iann a c’halvaz daou eûz hé ziskibled, hag hô c’hasaz da Jézuz évit lavaroud d’ézhan̄: Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Diskibled Iann a zanévellaz ann holl draou-zé d’ézhan̄.
Cross References
Deuteronomy 18:15Hôgen disteûrel a ri d’ézhan̄ enn hévélep deiz gôbr hé labour, abarz kûs-héol, ô veza ma eo paour, ha ma vév diout-han̄: gan̄d aoun na c’harmché enn da énep étrézég ann Aotrou, ha na vé nivéret d’id évit péc’hed.
Psalms 110:1Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou: Azez war va dourn déou: kén n’em bézô lékéat da énébourien da skabel d’as treid.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Isaiah 40:10Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, embannit hé veûleûdi eûz a benn ann douar, c’houi péré a ziskenn war ar môr, ha war hé holl c’horré; c’houi, énézi, ha c’houi péré a choum enn-hô.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.