Aviel Lukaz 7:25
Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout? Eunn dén gwisket gan̄t diḻad bouk? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed (G).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
26Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout? Eur Profed? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur Profed.
Cross References
Esther 1:3Enn trédé bloaz eûz hé rén, é réaz eur banvez brâz d’hé holl brin̄sed ha d’hé oviserien, d’ar ré galounéka eûs ar Bersied, ha d’ar ré gen̄ta eûz ar Védied, ha da rénerien ar brovin̄sou a oa dira-z-han̄;
Esther 4:2Dont a réaz éta enn eur lén̄va ével-sé bété porz ar palez. Râk na helled két mon̄d é palez ar roué gwisket gan̄d eur zac’h.
Esther 8:15Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.