Aviel Lukaz 8:42
Dré m’hen doa eur verc’h daouzek vloaz pé war-drô, péhini a oa daré da vervel. Ha pa’z éa gan̄t-han̄, en em gavaz mac’het gan̄d ann en̄groez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 4:20Eûz ar min̄tin d’ar pardaez é vézin̄t dispennet; hag ô véza n’en deûz hini anézhô a boell, éz ain̄t-da-gét da-vikenn.
Psalms 103:15Deisiou ann dén a zô ével ar géot; bleûñi a ra ével bleûn̄ ar mesiou.
Ezekiel 24:16Mâb dén, chétu mé a zigasô eur gouli war-n-od, ô skrapa d’id ar péz a zô ann hétusa d’as daoulagad; ha na geinvani két, ha na wéli két, ha na skuḻi két a zaérou.
Luke 7:12Hôgen pa dôstéé ouc’h dôr kéar, chétu é touged eunn dén marô, péhini a oa mâb penn-her d’hé vamm: hag hou-man̄ a oa in̄tan̄vez: hag eul lôd brâz a dûd eûz a géar a oa gan̄t-hi.