Levr ar Salmoù 103:15
Deisiou ann dén a zô ével ar géot; bleûñi a ra ével bleûn̄ ar mesiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
As for man, his days are as grass: as a flower of the field, so he flourisheth.
In Context
14O véza ma anavez ann danvez ac’hanomp. Koun a zô deûet d’ézhan̄ pénaoz é oamp poultr.
16Râg ar spéred a dréménô enn-han̄, ha na vézô mui; ha na anavézô mui al léac’h m’éma bréman̄.
Read all of Levr ar Salmoù 103
Cross References
Job 14:1Ann dén ganet gan̄d ar c’hrég a vév nébeûd a amzer, hag a zô leûn a reûsiou.
Isaiah 28:1Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred; péré a laka péc’hed war béc’hed:
Isaiah 40:6Mé eo ann Aotrou em eûz da c’halvet er reizded, em eûz da géméret dré da zourn, hag em eûz da viret; hag em eûz da rôet da gévrédigez ar bobl, ha da c’houlou ar brôadou,
Isaiah 51:12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
James 1:10Hôgen ann hini pinvidik enn hé izelded; râg ével bleûen ar géot é tréménô.