Levr Malac'hi 1:8
Mar kennigit eul loen dall évit béza lazet, ha né két eunn drouk? mar kennigit eul loen gamm pé glan̄v, ha né két eunn drouk? Kennig-hén̄ d’as dûg, évit gwélout, ma hétô d’ézhan̄, ha ma vézi digéméret mâd gan̄t-han̄, émé Aotrou ann arméou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 22:19Evit béza kenniget gan-é-hoc’h, é vézô réd é vé eur par (T) dinam eûz a éjenned, eûz a zén̄ved, hag eûz a c’hevr.
Leviticus 22:23Béz’ é hellit kenniga a-ioul eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, goudé béza trouc’het hé skouarn hag hé lôst; hôgen na helleur két sévéni eur gwéstl gan̄t-hô.
Job 42:8Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h: gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
Jeremiah 14:10Gwâ mé, va mamm; pérâg éc’h eûz-té va ganet, mé eunn dén a zael, eunn dén a reûst enn douar holl? N’em eûz két rôet a arc’han̄t war gampi, ha dén n’en deûz rôet d’in arc’han̄t war gampi; hag ann holl a villig ac’hanoun.
Malachi 1:10Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou: ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.