Levr Mic'ha 4:6
Hag hî a zispennô douar Assur gan̄d ar c’hlézé, ha douar Nemrod gan̄d hô gwafiou: hag hén̄ hon dieûbô eûz ann Assiried, pa zeûin̄t enn hor brô, ha pa vac’hin̄t hon harzou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 38:17O véza ma ounn daré da véza skourjézet, ha ma éma bépréd va glac’har dirâk va daoulagad;
Isaiah 35:3Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar Ézéchias: Eunn deiz a en̄krez, a damall, a zrouk-prézek eo hé-man̄; râg ar vugalé a zô daré da véza ganet, ha n’eûz két a ners a-walc’h évit gwilioudi.
Jeremiah 3:18Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.
Jeremiah 31:8Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in: Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin; râk d’id eo gwîr ann digwéz; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
Ezekiel 34:16Ar ré a oa dian̄ket a glaskinn, hag ar ré a oa kouézet a zavinn, hag ar ré a oa gouliet a liénenninn, hag ar ré a oa toc’hor a grévainn, hag ar ré a oa lard ha kré a virinn; ha mé hô faskô gan̄t barnédigez.
Ezekiel 37:21Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.