Levr Mic'ha 6:14
Pask da bobl gan̄d da wialen, dén̄ved da zigwéz, ar ré a choum hô-unan er c’hoad, é-kreiz ar C’harmel: ra beûrin̄t é Basan hag é Galaad ével enn deisiou kôz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hag ar vrô a vézô an̄kéniet enn abek d’hé dûd, hag enn abek da frouez hô ménésiou.
15Ével enn deisiou é péré é tenniz ac’hanod eûz a vrô ann Éjipt, é tiskouézinn burzudou d’ézhan̄.
Cross References
Leviticus 26:26Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.
Isaiah 9:20Trei a rai a zéou, hag en dévézô naoun; dibri a rai a gleiz, ha n’en dévézô két hé walc’h; pép-hini a loun̄kô hé vréac’h hé-unan; Manasez Éfraim, hag Éfraim Manasez, hag hî war-eunn-drô a-énep Juda.
Isaiah 30:6Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.
Jeremiah 48:44Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi; ha piou a vezô dilennet évit kâs out-hi? Râk piou a zô hen̄vel ouz-in? Ha piou a harzô ouz-in? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm?
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.