Levr Mic'ha 6:15
Ével enn deisiou é péré é tenniz ac’hanod eûz a vrô ann Éjipt, é tiskouézinn burzudou d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Judges 6:4Hag ô tispléga hô zeltou enn hô brô, é wasten̄t kémen̄d a oa c’hoaz é géot bété persier Gaza, ha na lézen̄t d’ann Israélited nétrâ eûz a gémen̄t a zô réd évit béva, na dén̄ved, nag éjenned, nag ézen.
Joel 1:10Gwastet eo ar vrô, glac’haret eo ann douar; gwallet eo ann éd, kollet eo ar gwiniennou, gwén̄vet eo ar gwéz-olived.
Zephaniah 1:13Hô madou a vézô preizet, hag hô ziez a zeûi da véza didud: tiez a zavin̄t, ha na choumin̄t két enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, ha na évin̄t két ar gwîn anézhô.