Levr Mic'ha 6
1Gwâ mé, péhini a zô deûet ével ann hini a gutuḻ ar rézin enn diskar-amzer: na gavann két eur bod rezin da zibri: va éné en deûz c’hoan̄téet ivé fiez abréd,
2N’eûz mui a zen̄t war ann douar, n’eûz dén reiz é-béd é-touez ann dûd, holl éc’h aozon̄t spiou évit skuḻa ar goâd; pép-hini a ia war-lerc’h hé vreûr évid hé laza.
3Mâd é galvon̄t droug hô daouarn; ar prin̄s a c’houlenn, hag ar barner en em werz: ann dén brâz a gomz hervez ioul hé éné, hag hî hé starta.
4Ar gwella anézhô a zô ével eunn drézen, hag ar reiza ével eunn dréan spern. Deiz da wélédigez, deiz da emwél a zeû: neûzé e vézin̄t dispennet.
5Na likiit két hô fisian̄s enn hô miñoun, nag hô kréd enn hô réner: serr dôr da c’hénou oud ann hini a zo gourvézet war da askré.
6Râg ar mâb a wall-gâs hé dâd, hag ar verc’h a zâv a-éneb hé mamm, hag ar verc’h-kaer a-éneb hé mamm-gaer: hag énébourien ann dén eo tûd hé dî.
7Hôgen mé a zellô oud ann Aotrou; gortozi a rinn Doué va zalver; ha va Doué am sélaouô.
8N’en em laouéna két em énep, va énébourez, ô véza ma ounn kouézet: sével a rinn adarré, goudé ma vézinn bét azézet enn amc’houlou; ann Aotrou eo va goulou.
9Buanégez ann Aotrou a zouginn, ô véza ma em eûz péc’het enn hé énep, kén n’en dévézô klevet va breût, ha gréat va barn: va c’hâs a rai er goulou, ha mé a wélô hé reizded.
10Ha va énébourez a wélô kémen̄t-sé, hag a vézô gôlôet a véz, hî péhini a lavar d’in: Péléac’h éma ann Aotrou da Zoué? Va daoulagad hé gwélô ivé: hag hî a vézô mac’het neûzé ével fan̄k ar ruou.
11Enn deiz-zé é vézô assavet da diez: enn deiz-zé é vézô pelléet al lézen.
12Enn deiz-zé é teûor eûz ann Assiria bétég enn-od, ha bétég ar c’heriou kré; hag eûz ar c’heriou kré bétég ar ster, hag eûz ar môr d’ar môr, hag eûz ar ménez d’ar ménez.
13Hag ar vrô a vézô an̄kéniet enn abek d’hé dûd, hag enn abek da frouez hô ménésiou.
14Pask da bobl gan̄d da wialen, dén̄ved da zigwéz, ar ré a choum hô-unan er c’hoad, é-kreiz ar C’harmel: ra beûrin̄t é Basan hag é Galaad ével enn deisiou kôz.
15Ével enn deisiou é péré é tenniz ac’hanod eûz a vrô ann Éjipt, é tiskouézinn burzudou d’ézhan̄.
16Ar brôadou a wélô, hag hî a vézô mézékéet gan̄d hô holl ners. Lakaad a rain̄t hô dourn war hô génou, hô diskouarn a vouzarai.
17Lipa a rain̄t ar poultr ével ann aéred, ével ar prén̄ved é vézin̄t strafilet enn hô ziez: spoun̄ta a rain̄t dirâg ann Aotrou hon Doué, hag hô dévézô aoun ra-z-od.
18Pé Zoué a zô hén̄vel ouz-id, té péhini a lam ar fallagriez, hag a drémen dreist péc’hed dilerc’hiou da zigwéz? Na zigasô mui hé frouden, rag hén̄ a gâr ann drugarez.
19Distrei a rai ouz-omp, hag é rai trugarez enn hor c’hen̄ver: kâs a rai da-gét hor fallagriézou, hag é taolô hon holl bec’héjou é gwéled ar môr.
20Da wirionez a rôi da Jakob, ha da drugarez da Abraham, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou abaoé ann deisiou kôz.