Levr Nahoum 2:4
Ann hen̄chou a zô leûn a reûstl: ar c’hirri a stok ann eil oud égilé el leûriou-kéar: ann dremm anézhô a zô ével kleûzeûriou, hag ével luc’hed réd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 31:21Hî n’é dévézô kéd a aoun râg ar iénien hag ann erc’h évid hé zî: râg hé holl dûd hô deûz diou zaé.
Ezekiel 26:10Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.
Nahum 3:2Klevout a rann strakl ar fouet, ha trouz ar rodou, hag ar c’hézeg a c’houirin, hag ar c’hirri a rûḻ, hag ar varc’heien a biñ.