Levr Yehezkel 26:10
Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Koadennou ha tourzed a zavô oud da vuriou, hag é tiskarô da douriou gan̄d hé armou.
Cross References
Joshua 6:5Ha pa hô dévézô sonet ar c’hornou-boud gan̄t eur son hirroc’h ha startoc’h, ha pa en dévézô skôet ann trouz war hô tiskouarn, ar bobl holl a c’harmô gan̄d eunn trouz brâz, ha muriou kêar a gouézô bétég ann diazez, ha pép-hini a iélô enn-hi dré al léac’h dirâk péhini en em gavô.
Jeremiah 4:13Chétu é savô ével eur c’hoabren; hé girri a vézô ével eunn arné; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred; gwâ nî; râg gwastet omp.
Ezekiel 26:7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zigasô da Dir eûz ann han̄ter-nôz Nabukodonosor, roué Babilon, roué ar rouéed, gan̄t kézek, ha kirri, ha marc’héien, hag ul lôd brâz a dûd hag a boblou.
Ezekiel 27:28Ouc’h trouz garmou da lévierien é vézô spoun̄tet ar strolladou listri.