Levr Nehemia 13:29
Az péz koun, Aotrou va Doué, eûz ar ré a zaotr ar vélégiez, ha bété lézen ar véleien hag al Lévited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 21:1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô: N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz;
Leviticus 21:15Na veskô két ar c’héf eûz hé wenn gan̄d ar ré zister eûz hé bobl; râk me eo ann Aotrou péhini hé laka da véza san̄t.
Numbers 16:9Ha nébeûd a dra eo a gav d’é-hoc’h en défé Doué Israel hô rannet eûz ann holl bobl, hag hoc’h unvanet gant-han̄ évid hé zervicha é lid ann tabernakl, hag évit sével dirâg ann holl bobl, oc’h ôber hô karg?
Psalms 59:5Sâv ha diambroug ac’hanoun, hag arvest. Té, Aotrou, Doué ann arméou, Doué Israel, laka évez da enwélout ann holl vrôadou; n’az péz két a druez oud ar ré holl a râ fallagriez.
Malachi 2:4Ha sakrifiz Juda ha Jéruzalem a vézô hétuz d’ann Aotrou, ével enn deisiou ken̄t, hag ével er bloavésiou kôz.