Levr Nehemia 6:16
Pa glevaz hon holl énébourien kémen̄t-sé, ann holl boblou a oa war-drô d’é-omp a oé spoun̄tet, hag a vennaz gan̄t poell enn-hô hô-unan, hag a anavézaz pénaoz al labour-zé a oa bét gréat gan̄d Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
Joshua 5:1Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
Nehemiah 4:1Hôgen pa glevaz Sanaballat pénaoz é savemp ar vûr a névez, é savaz drouk-brâz enn-han̄; hag enn hé déarded, é réaz goab eûs ar Iuzévien;
Nehemiah 6:1Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier);
Psalms 126:2Râk labour da zaouarn é tebri; gwenvidig oud; hag ervâd é vézô d’id.