Levr Nehemia 7:1
Hôgen goudé ma oé peûr-zavet ar vûr, hag em bôé lékéat ann ôriou, ha lec’hiet ar borsierien, hag ar ganerien, hag al Lévited;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 23:24Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez hô c’héren̄tiézou hag hô ziadou, prin̄sed d’hô zrô, gan̄t lôd eûz a dûd all, péré a réa servich tî ann Aotrou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.
1 Chronicles 25:26Ann naon̄tékved da Velloti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.
Ezra 3:8Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
Nehemiah 6:1Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier);
Nehemiah 10:39Râk bugalé Israel ha mipien Lévi a gasô da dî ann ten̄zor ken̄ta frouez ann éd, ar gwîn, hag ann éôl; hag énô é vézô listri sakr, ha béleien, ha kanerien, ha porsierien, ha servicherien; ha na zilézimp két tî hon Doué. ———— XI. PENNAD. Eûz ar ré a choum é Jérusalem hag é keriou Juda.
Nehemiah 12:24Ha prin̄sed al Lévited, Hasébia, Sérébia, ha Josué, mâb Kedmihel; hag hô breûdeûr enn hô reiz, évit meûli hag an̄savout gloar ann Aotrou, hervez gourchémenn David, ann dén Doué, hag hé zévéni gan̄t reiz pép-hini d’hé drô.