Levr Nehemia 9:2
Ha gwenn bugalé Israel en em rannaz eûz a bép dén a ziavéaz; hag hî a zavaz, hag a an̄savaz hô féc’héjou, ha fallagriézou hô zadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.
Ezra 9:2Râk kéméret hô deûz eûz hô merc’hed évit-hô hag évid hô mipien; ha kemmesket hô deûz ar wenn zan̄tel gan̄t pobl ar vrô; ha dourn ar brin̄sed hag ar rénerien a zô en em rôet da gen̄ta d’ar gwall-zé.
Ezra 9:15Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.
Nehemiah 1:6Ra zélaouô da ziskouarn, ha ra zellô da zaoulagad, évit ma klevi péden da zervicher, ar béden a rann hiriô dira-z-oud nôz-deiz, évit bugalé Israel da zervicherien. Mé a anavez ar béc’héjou hô deûz gréat bugalé Israel enn da énep; mé ha tî va zâd hon eûz péc’het.
Nehemiah 13:3Hôgen p’hô dôé klevet al lézen, é ranchon̄t eûz a Israel ann holl ziavésidi.
Psalms 106:6Péc’het hon eûz gan̄d hon tadou; gan̄d direizded omp en em rénet, fallagriez hon eûz gréat.