Levr Nehemia 9:28
Ha pa in̄t bét enn éhan, in̄t distrôet a-névez da ôber ann drouk dira-z-oud; ha té éc’h eûz hô lézet étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô aotrouniet. Hag hî a zô distrôet, hag hô deûz garmet ouz-id; ha té éc’h eûz sélaouet out-hô eûz ann én̄v, hag éc’h eûz hô diboaniet aliez hervez da drugarézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:19Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.
Judges 3:30Ha Moab a oé izéléet enn deiz-zé dindân dourn Israel: hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd pévar-ugen̄t vloaz.
Judges 5:31R’az ai-da-gét ével-sé da holl énébourien, ô Aotrou; hôgen ar ré as kar, ra lugernin̄t é c’hiz ma lûc’h ann héol pa zâv.
Psalms 106:43Aliez é tieûbaz Doué anézhô; hôgen hî a hégé out-han̄ gan̄d hô ménosiou: hag hî a oé izéléet enn hô fallagriézou.