Niveroù 19:21
Ar c’hélen-zé a vézô eul lézen da viken. Ann hini en dévézô sparfet ann dour, a walc’hô ivé hé ziḻad. Kémen̄d hini en dévézô stoket oud ann dour a zic’haouidigez, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 16:26Hôgen ann hini en dévézô kaset ar bouc’h da gâs kuît, a walc’hô gan̄d dour hé ziḻad hag hé gorf, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.
Numbers 19:7Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Numbers 19:10Ha pa en dévézô gwalc’het hé ziḻad, ann hini en dévézô douget ludu ar vioc’h, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Kémen̄t-man̄ a vézô san̄tel, dré eur gwir peûr-baduz, da vugalé Israel ha d’ann diavésidi a choum enn hô zouez.
Hebrews 9:10Hag enn ioul-zé omb bét san̄télet dré ar c’hinnig a zô bét gréad eur wéach eûz a gorf Jézuz-Krist.
Hebrews 10:4Dré ar feiz eo é kinnigaz Abel da Zoué eunn hostiv c’houékoc’h égéd hini Kain. Dré-z-han̄ eo eo bét kavet gwirion, Doué hé-unan ô véza douget testéni é tigéméré hé rôou: dré-z-han̄ eo é komz c’hoaz goudé hé varô.