Niveroù 19:22
Néb a stokô oud eunn dra hag hén̄ dic’h1an, hé lakai da véza dic’hlan; hag ann hini en dévézô stoket oud unan eûz ann traou-zé, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. ———— XX. PENNAD. Marô Mari, c’hoar Moizez. Marô Aaron, hé vreûr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 7:19Ar c’hîk en dévézô stoket oud eunn dra dic’hlan, na vézô két debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân; néb a vézô glân, a zebrô kîg ar viktim a béoc’h.
Leviticus 15:5Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:7Néb en dévézô lékéat hé zourn war hé gîk a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:10Ha kémen̄d a vézô bét dindân ann hini a zô ar béradur sper gan̄t-han̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Néb a zougô eunn dra eûz ar ré-zé, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:21Ha kémen̄t trâ war bébini é vézô bét kousket pé azézet é deisiou hé rannérez, a vézô dic’hlan.
Leviticus 15:23Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war eunn dra war béhini é vézô bét azézet, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez. 2i. Mar d-a eur goaz d’hé c’havout enn amzer ma éma hé misiou gan̄t-hi, é vézô-hén̄ dic’hlan é-pâd seiz dervez; hag ann holl wéléou war béré é kouskô a vézô dic’hlan.