Niveroù 2:17
Neûzé tabernakl ann desténi a vézô savet gan̄d al Lévited, hag hô ban̄dennou. Ével ma vézô savet, é vézô ivé lec’hiet; pép-hini anézhô a gerzô diouc’h hé leac’h hag hé reiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18War-zû ar c’hûs-héol è vézô kamp mipien Éfraim; hag Élisama, mâb Ammiud, a zô prin̄s d’ézhô.
Cross References
Numbers 1:50Hôgen laka-hi da brédéria tabernakl ann desténi, hé holl listri, ha kémen̄d a zell oud al lidou. Hî eo a zougô ann tabernakl, hag hé holl binviou; hî eo a rai hé zervich hag a zavô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl.
Numbers 3:38Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 10:21Ar C’haatited a iéaz goudé, ô tougen ar san̄tuar; dougen a réad ann tabernakl, kén na vijed deûet d’al léac’h é péhini é tlié beza savet.