Niveroù 10:21
Ar C’haatited a iéaz goudé, ô tougen ar san̄tuar; dougen a réad ann tabernakl, kén na vijed deûet d’al léac’h é péhini é tlié beza savet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Éliasaf, mâb Duel, a oa prin̄s breûriez Gad.
Cross References
Numbers 1:51Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 3:27Eûz a Gaat eo deûet gwennou ann Amramited, hag ar Jésaarited, hag ann Hébronited, hag ann Oziellited. Ar ré-zé eo gwennou ar Gaatited nivéret diouc’h hô hanvou.
Numbers 4:15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
Numbers 7:9Hôgen da vipien Kaat né rôaz na kirri nag éjenned, ô véza ma in̄t karget eûz a zervich ar san̄tuar, ha ma tougon̄t hô béac’h war hô diskoaz.
1 Chronicles 15:2Ha David a lavaraz: Na dlé dén dougen arc’h Doué, néméd al Lévited, en deûz dilennet ann Aotrou évid hé zougen, hag évid ôber ar servich anézhi da-vikenn.