Niveroù 20:10
Hag ô véza dastumet ar bobl dirâg ar méan, é lavaraz d’ézhô: Sélaouit, tûd amzen̄t ha diskrédik: ha nî a hellô lakaad dour da zilammout d’é-hoc’h eûz ar méan-zé?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Moizez a géméraz éta ar wialen a oa dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄;
Cross References
Numbers 20:24R’az ai, émé-z-han̄, Aaron da gavout hé bobl; râk n’az ai két enn douar em eûz rôet da vugalé Israel, ô véza ma eo bét diskrédik d’am gér, el léac’h hanvet Doureier ann énébiez.
Psalms 106:32Hag hî a hégaz c’hoaz oc’h Doué é douréier ann Énébiez; ha Moizez a oé kastizet enn abek d’ézhô,
Daniel 2:28Hôgen enn én̄v éz eûz eunn Doué hag a ziskuḻ ar mistériou, péhini en deûz rôet da anaout d’id, ô roué Nabukodonosor, ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzériou divéza. Chétu da huvré ha gwélédigésiou da benn enn da wélé.
Luke 9:54Hé ziskibled Jakez ha Iann ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, mar kérez é livirimp da dân ann én̄v diskenni war-n-ézhô, hag hô devi?