Niveroù 21
1Pa glevaz Arad, roué ar C’hananéed, pehini a choumé war-zû ar c’hrésteiz, pénaoz é oa deûet Israel dré hen̄t ar Spierien, é stourmaz out-han̄, hag ô véza hé drec’het, é kasaz gan̄t-han̄ ann diwisk anézhô.
2Hôgen Israel oc’h en em wéstla d’ann Aotrou gan̄d eul lé, a lavaraz: Ma lékéez ar bobl-zé étré va daouarn, é wastinn hé geriou.
3Hag ann Aotrou a glevaz out pédennou Israel, hag a lékéaz ar C’hananéed étré hé zaouarn, goudé béza hô lazet, ha disman̄tret hô c’heriou; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Horma, da lavaroud eo, Anaoué.
4Hôgen hî a iéaz eûz a vénez Hor dré ann hen̄t a gâs d’ar môr Rûz, évit mon̄t war-drô da zouar Édom. Hag é téraouaz ar bobl en em zoania gan̄d ann hen̄t ha gan̄d al labour.
5Hag ô komza oud Doué ha Moizez, é lavaraz: Pérâg éc’h eûz-té hon tennet eûz ann Éjipt, évit ma varvchemp enn distrô? Bara hon eûz ézomm, n’hon eûz kéd a zour. Hor c’haloun é deûz heûg oc’h ar boed dister-zé. (T).
6Râk-sé ann Aotrou a gasaz oud ar bobl aéred tanuz, ha kalz anézhô ô véza bét glazet pé lazet gan̄t-hô,
7É teûjon̄t da gaout Moizez, hag é léverchon̄t d’ézhan̄: Péc’het hon eûz ô véza ma hon eûz komzet a-éneb ann Aotrou hag enn da énep-té; péd-hén̄ ma tennô ann aéred-zé eûz hor c’hreiz. Moizez a bédaz éta évid ar bobl,
8Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Gra eunn aer arem, ha laka-hi évid arouéz; néb a vésô bét flemmet hag a sellô out-hi, a vévô.
9Moizez a réaz éta eunn aer arem, hag a lékéaz anézhi évid arouéz: néb a oa bét flemmet hag a zellé out-hi a zeûé iac’h.
10Bugalé Israel ô véza éat-kuît ac’hanô, a steñaz hô c’hamp é Obot.
11Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tisplegchon̄t hô zeltou é Jéabarim, enn distrô a sell out Moab war-zû ar sav-héol.
12Hag ô véza savet hô c’hamp ac’hanô, e teûjon̄t da froud Zared;
13Hag ô véza lézet ar c’hamp-zé, é tisplegchon̄t hô zeltou é-tâl Arnon, a zô enn distrô, hag a skô war harzou ann Amorréed. Rag Arnon a zô war harzou Moab, hag a rann ar Voabited eûz ann Amorréed.
14Ac’hanô eo, eo bét lavaret é levr brézéliou ann Aotrou: Ével ma en deûz gréat er môr Rûz, ével-sé é rai é froudennou Arnon.
15Kerreg ar froudennou a zô en em izéléet évid diskenni étrézég Ar ha choum a zâ war harzou ar Voabited.
16Hag hi ô ton̄d eûz al léac’h-zé, é oé gwélet eur pun̄s, diwar-benn péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez, ô lavarout: Dastum ar bobl, hag é rôinn dour d’ézhan̄.
17Neûzé Israel a ganaz ar ganaouen-man̄: Ra biñô ar pun̄s. Kana a réan̄t holl war-eunn-drô. (T).
18Ar pun̄s eo hô deûz toullet ar brin̄sed, hag hô deûz aozet pennou ar bobl dré urz ann hini en deûz rôet al lézen, ha gan̄d hô bisier. Eûz ann distrô éz éjon̄d da Vattana;
19Eûz a Vattana da Nahaliel: eûz a Nahaliel da Vamot.
20Eûz a Vamot éz éjon̄t d’eunn draon̄ien a zô é brô Moab, é lein ménez Fasga a zell oud ann distrô.
21Hôgen Israel a gasaz kannaded da Zéhon, roué ann Amorréed, évit lavaroud d’ézhan̄:
22Va lez da von̄t dré da zouar; na zistrôimp két dré da barkou ha da winiennou; na évimp két a zour eûz da bun̄sou; dré ann hen̄t brâz é kerzimp, kén n’hor bézô tréménet da harzou.
23Sébon na fellaz két dézhan̄ lézel Israel da von̄t dré hé vrô; hag ô véza zô-kén dastumet hé armé, éz éaz d’hé ziarbenna d’ann distrô, é teûaz da Jasa, hag en em gannaz oud Israel.
24Hôgen Israel hen diskolpaz gan̄d ar c’hlézé, hag a géméraz hé vrô, adaleg Arnon bété Jébok, ha bété bugalé Ammon; rag harzou ann Ammonited a oa diwallet gan̄t gwikadellou kré.
25Israel a géméraz éta hé holl geriou, hag a choumaz é keriou ann Amorréed, da lavaroud eo, é Hesébon hag enn hé vourc’hiou.
26Rak kéar Hésébon a oa da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a oa en em gannet out roué Moab, hag en dôa kéméret ann holl zouar a oa enn hé gerz, bétég Arnon.
27Dré-zé eo é lévéreur dré eul lavar paot: Deûit da Hesébon, ra vézô diazézet, ra vézô savet kéar Séhon.
28Tân a zô savet eûz a Hesébon, flamm a zô deûet eûz a géar Sébon, ha loun̄ket eo bét gan̄t-han̄ Ar ar Voabited, hag ar ré a choumé war al lec’hiou uc’hel eûz ann Arnon.
29Gwa té, Moab; kolled oud, pobl Kamos. Lézet en deûz hé vipien da dec’hout, hag hé verc’hed da véza sklavézed da Zéhon, roué ann Amorréed.
30Torret eo bét hô iéô adaleg Hesébon bété Dibon. Skuiz ô tec’hout in̄t deûet da Nofé, ha bété Médaba.
31Israel a choumaz éta é douar ann Amorréed.
32Ha Moizez a gasaz tûd évid anaout brô Jazer; hag hî a géméraz hé bourc’hiou, hag ar ré a choumé enn-hô.
33Hag hî a zistrôaz, hag a biñas dré ann hen̄t a gâs da Vasan: hag Og, roué Basan, a zeûas d’hô diarbenna gan̄d hé holl bobl, évid en em ganna gan̄t-hô é Édrai.
34Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: N’az péz két a aoun ra-z-han̄, rag hé lékéat em eûz étré da zaouarn, hén̄ hag hé holl bobl, hag hé holl zouar; hag é rî enn hé gén̄ver ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Séhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon.
35Hé ziskolpa a réjon̄d éta, hén̄ hag hé vipien, hag hé holl bobl, hép ma choumaz hini anézhô; hag hî a géméraz hé holl vrô. ———— XXII. PENNAD. Balak a c’halv Balaam. Azen Balaam a gomz.