Niveroù 22:8
É lavaras-hén̄: Choumid aman̄ hénôz, ha mé a rôi da anaoud d’é-hoc’h ar péz en dévézô lavaret ann Aotrou d’in. Ar ré-man̄ ô véza choumet é-tî Balaam, é teûaz Doué, hag é lavaraz d’ézhan̄:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Pétrâ a fell d’ann dûd-zé a zô enn da dî?
Cross References
Numbers 12:6É lavaraz d’ézhô: Sélaouit va geriou: Mar béz enn hô touez eur profed d’ann Aotrou, en em ziskouézinn d’ézhan enn eur wélédigez, pé é komsinn out-han̄ dré hé gousk.
Numbers 22:19Mé hô péd da choum c’hoaz ann nôz-man̄ aman̄, ma hellinn gouzout pétrâ a lavarô adarré ann Aotrou d’in.
Numbers 23:3Ha Balaam a lavaraz da Valak: Choum eunn nébeût é-kichen da zakrifiz-losk, ken na wélinn ma en em ziskouézô ann Aotrou d’in, évit ma livirinn d’id kémen̄d en dévézô gourc’hémennet d’in.
Numbers 24:13Ha pa rôfé Balak d’in leiz hé di a arc’han̄t hag a aour, na helfenn két mon̄d dreist gér ann Aotrou va Doué, évit ma lavarchenn nétrâ eûz va fenn, nag é mâd nag é drouk; hôgen é lavarchenn kémen̄d en dijé lavaret ann Aotrou d’in?
Ezekiel 33:31Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.