Niveroù 24:4
Chétu pétrâ a lavar ann hini a glev geriou Doué, ann hini en deûz gwélet gwélédigez ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouez, hag a zeû ével-sé hé zaoulagad da zigeri:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Péger kaer eo da dinellou, ô Jakob, ha da deltou, ô Israel!
Cross References
Numbers 22:20Doué a zeûaz éta diouc’h ann nôz da gavout Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Mar d-eo deûet ann dûd-zé évid da gerc’hon̄t, saô, ha kéa gan̄t-hô; laka évez koulskoudé da ôber ar péz a c’hourc’hémenninn d’id.
1 Samuel 19:24David éta en em guzaz er park; hag ar c’hen̄ta eûz ar mîz ô véza deûet, ar roué a azézaz évid dibri boéd.
Psalms 89:19Neûzé éc’h eûz komzet oud da zen̄t enn eur wélédigez, hag éc’h eûz lavaret: Enn eunn dén galloudek em eûz lékéat va skoazel; ha gorrôet em eûz ann hini em eûz dilennet é-touez va fobl.
Daniel 8:17Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.
Daniel 10:15Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é trôiz va daoulagad étrézég ann douar, hag é taviz.