The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 25

1Hôgen enn amzer-zé Israel a choumé e Settim, hag ar bobl a gouézaz é gadélez gan̄t merc’hed Moab,

2Peré hô c’halvaz d’hô sakrifisou. Hag hî a zebraz lôd anézhô, hag a azeûlaz hô douéed.

3Hag Israel en em wéstlaz da Véel-Fégor; hag ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄,

4A lavaraz da Voizez: Kémer holl brin̄sed ar bobl, ha laka-hi out krougou é-kreiz ann deiz, évit na gouézô ket va frouden war Israel.

5Ha Moizez a lavaraz da varnerien Israel: Ra lazô pép-hini hé dûd a zô en em wéstlet da Véel-Fégor.

6Ha chétu unan eûz a vipien Israel a iéaz da gavout eur Vadianitez, hag hî eur c’hast, dirâg hé vreûdeûr, é gwél Moizez hag holl vugalé Israel, peré édô o wéla é-tâl dôr ann tabernakl.

7Pa wélaz kémen̄t-sé Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek -brâz, é savaz eûz a greiz ar bobl, hag ô véza kéméret eur goustiḻ,

8Éz éaz war-lerc’h ann Israélit-zé el léac’h gadal, hag hô zreûzaz hô daou war-eunn-drô, da lavaroud eo, ar goâz hag ar vaouez, er péz a zô réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.

9Ha neûzé é oé lazet pévar mil dén war-n-ugen̄t.

10Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez:

11Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek -brâz, en deûz distrôet va buanégez diwar bugalé Israel; ô véza ma eo bét ken̄traouet gan̄t va oaz enn hô énep, évit na gasinn két da-gét va-unan bugalé Israel em oaz.

12Râk-sé, lavar d’ézhan̄ pénaoz é rôann d’ézhan̄ péoc’h va gévrédigez,

13Hag é vézô, kenn d’ézhan̄ ha d’hé wenn, eur vélégiez da viken, ô véza ma eo bét oazuz é-kén̄ver hé Zoué, ha ma en deûz gwalc’het péc’hed bugalé Israel.

14Hôgen ann Israélit a oé lazet, hag ar Vadianitez gan̄t-han̄, a oa hanvet Zambri, mâb Salu, hag a oa é penn da unan eûz a diégézou breûriez Siméon.

15Hag ar Vadianitez a zô bét lazet gan̄t-han̄, a oa hanvet Kozhi, merc’h Sur, unan eûz ar brasa prin̄sed eûz ar Madianited.

16Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

17Ra wézô ar Vadianited pénaoz oc’h énébourien d’ézhô, ha skôit gan̄t-hô:

18O véza ma in̄t en em drôet ouz-hoc’h ével énébourien ha ma hô deûz hô touellet gan̄d idol Fogor, ha gan̄t Kozhi hô c’hoar, merc’h prin̄s Madian, péhini a zô bét lazet é deiz ar gouli enn abek da fallagriez Fogor. ———— XXVI. PENNAD. Nivérérez bugalé Israel, péré a dlé mon̄t d’ann douar gwéstlet.

← Niveroù 24Read In The App, Free →Niveroù 26 →

Study Niveroù 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536