Niveroù 28
1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez:
2Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Kennigit d’in enn hô amzer va c’hennig, hag ar baraou, hag ann hostivou-losk eûz a eur c’houés ker c’houék.
3Chétu aman̄ ar sakrifisou a dléid da genniga: Daou oan bloaz dinam, bemdéz, ével eur sakrifiz-losk peûr-baduz:
4Unan a gennigot diouc’h ar min̄tin, hag égilé diouc’h ar pardaez.
5Hag ann dékved lôden eûz a eunn éfi a flour-gwiniz a vézô glépiet gan̄t éôl ar glana, eûz ar bévaré lôden eûz a eunn hin.
6Ar sakrifiz-losk peûr-baduz eo, hoc’h eûz kenniget war vénez Sinai, ével sakrifiz eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou.
7Hag é kennigot évit braoued-kennig ar bévaré lôden eûz a eunn hin a wîn, dré béb oan, é san̄tuar ann Aotrou.
8Kenniga a réot enn hévélep doaré ann oan all war ar pardaez, gan̄d holl lidou sakrifiz ar min̄tin, hag hé vraoued-kennigou, ével eur c’hennig eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou.
9Hôgen é deiz ar sabbat é kennigot daou oan bloaz dinam, ha daou zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évid ar sakrifiz, hag ar braoued-kennigou,
10A véz skuḻet diouc’h al lîd dré bép sabbat, ével ar sakrifiz-losk peûr-baduz.
11Hôgen er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, seiz oan bloaz dinam,
12Ha trî dékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit sakrifiz pép leûé; ha daou zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit bép tourz.
13Kenniga a réot ivé ann dékved lôden eûz ann dékved eûz ar flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit péb oan. Eur sakrifiz-losk eo a c’houés vâd d’ann Aotrou.
14Hôgen chétu kennigou gwîn a dléeur da skuḻa évit pép viktim: ann han̄ter eûz a eunn hin evit pép leûé; ann drédé lôden évid eunn tourz, hag ar bévaré lôden évid eunn oan. Hennez é vézô ar sakrifiz-losk eûz a bép mîz, a zeû er bloaz ann eil goudé égilé.
15Kenniget é vézô ive d’ann Aotrou eur bouc’h évid ar péc’hed, oc’h-penn ar sakrifiz-losk peûr-baduz gan̄d hé vraoued-kennigou.
16Hôgen er miz ken̄ta, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz, é vézô Pask ann Aotrou;
17Ha d’ar pemzékved deiz é vézô ar gouél lid: é-pâd seiz dervez é vézô debret bara dic’hoell.
18Ann deiz ken̄ta anézhô a vézô énoruz ha san̄tel: na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
19Kenniga a réot d’ann Aotrou é sakrifiz losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;
20Hag ar c’hennigou a flour-gwiniz évit pép-hini, a vezô eûz a vleûd glépiet gan̄d éôl, trî dékved dré bép leûe, ha daou zékved évid ann tourz;
21Hag ann dékved lôden eûz ann dékved évit péb oan, da lavaroud eo, évit pép-hini euz ar seiz oan;
22Hag eur bouc’h évid ar péc’hed, évit ma vézô distolet d’é-hoc’h;
23Hép nivéri sakrifiz-losk ar min̄tin a gennigot bépréd.
24Ével-sé é réot bemdéz é-pâd ar seiz dervez évit ken̄derc’hel ann tân, hag ar c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou, a zavô eûz ar sakrifiz-losk, hag eûz a vraoued-kennig pép viktim.
25Ar seizved deiz a vézô ivé brudet-brâz ha san̄tel évid-hoc’h: na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
26Deiz ar préveûdiou, pa gennigot ar frouez ken̄ta d’ann Aotrou, goudé béza sévénet ar sizuniou, a vézô énoruz ha san̄tel: na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
27Hag é kennigot d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, ével eunn dra a c’houés hétuz-brâz, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;
28Hag ar c’hennigou a flour-gwiniz évit pép-hini, a vézô eûz a vleûd glépiet gan̄d éôl, tri dékved dré bép leûé, ha daou zékved évid ann tourzed;
29Hag ann dékved lôden eûz ann dékved évit péb oan, da lavaroud eo, évit pép-hini eûz ar seiz oan: hag ivé ar bouc’h
30A zô lazet évid ann diskarg; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé vraoued-kennigou.
31Kémen̄t loen a gennigot gan̄d hé vraoued-kennig a vézô dinam. ———— XXIX. PENNAD. Sakrifisou évit gouél ar c’herniel boud, gouél ann diskarg, ha gouél ann teltou.