Niveroù 30:13
Hôgen ma éneb ann ozac’h râk-tâl, na vézô két dalc’het hî d’hé gwéstl, dré ma en deûz énébet hé ozac’h, hag ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hé c’hén̄ver-hî.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.
Leviticus 23:32Sabbat ann éhan eo; hag é vézô glac’haret hoc’h énéou enn naved deiz eûz ar mîz. Hô sabbatou a lidot eûz a eur pardaez da eur pardaez all.
Ezra 8:21Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ. 22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué: Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.
Isaiah 58:5Neûzé é wéli, hag é vézô brâz da lévénez; da galoun a vézô souézet hag a dridô, pa drôi étrézég enn-od madou brâz ar môr, pa zeûi pinvidigézou ar brôadou d’az kavout.