Levr ar Varnerien 11:35
Pa wélaz Jefté anézhî, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz: Allaz mé a zô reûzeûdik, va merc’h, va saouzanet éc’h eûz, hag en em zaouzanet oud da-unan: râk digoret em eûz va génou étrézég ann Aotrou, ha na hellinn két ôber eunn dra all.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 11
Cross References
Leviticus 27:28Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.
Numbers 30:2Hag é lavaraz da brin̄sed breûriézou bugalé Israel: Chétu pétrâ en deûz gourchémennet ann Aotrou: 3 Ma en deûz eur goaz gréat eur gwéstl d’ann Aotrou, pé mar d-eo en em éréet dré lé, na dorrô két hé c’hér; hôgen sévéni a rai kémen̄d eo en em wéstlet da ôber.
Joshua 7:6Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
2 Samuel 18:33Neûzé ar roué a oé glac’haret brâz, a biñaz er gampr a-ziouc’h ar pors, hag a wélaz. Hag ével-henn é lavaré enn eur von̄t: Va mâb Absalom, Absalom va mâb: piou a lakai ac’hanoun da vervel évid-od, Absalom va mâb, va mâb Absalom? ———— XIX. PENNAD. Joab a laka David d’en em ziskouéza d’ar bobl. Mifiboset a tô digémeret gan̄t ar roué.