Niveroù 6:5
É-pâd ann holl amzer ma vézô rannet ann Nazaréad, ann aoten na dréménô két war hé benn, kén na vézô sévénet ann holl zeisiou évit péré eo en em wéstlet d’ann Aotrou. San̄tel é vézô, hag é lézô da greski bléô hé benn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6É-pâd ann holl amzer eûz hé westl, na dôstai két oud eur c’horf marô;
Cross References
Judges 13:5Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
Judges 16:19Hag hî a lékéaz anézhan̄ da gouska war hé daoulin, ha da harpa hé benn war hé askré-hi. Hag hî a c’halvaz eunn touzer, hag a lékéaz trouc’ha hé zeiz kuchen vléô; hag é teûaz d’her c’has-kuît ha d’hé bellaad diout-hi: râg hé ners a oa éat râk-tâl diout-han̄:
Lamentations 4:7Hé Nazaréed a oa gwennoc’h égéd ann erc’h, glanoc’h égéd al léaz, ruzoc’h égéd ann olifan̄t kôz, kaéroc’h égéd ar safir. HETH.