Levr Ovadia 1:12
Na ri mui a c’hoab eûz da vreûr é deiz hé c’hlac’har, é deiz hé zizougadur: ha n’en em laouénai két diwar-benn bugalé Juda é deiz hô reûz,; ha na zigori két da c’hédou é deiz hé an̄ken.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 31:29Ma ounn en em laouénéet eûz a goll ann hini a gaséé ac’hanoun, ma em eûz tridet ô welout drouk d’ézhan̄;
Psalms 31:18Ra zeûiô da véza mûd ar muzellou touelluz péré enn hô rôgen̄tez hag enn hô faé a lavar droug a-éneb ann dén reiz.
Psalms 54:7Râg eûz a béb en̄krez éc’h eûz va dieûbet; ha va lagad en deûz sellet gan̄d herder out va énébourien. ———— LIV. PSALM. Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid.
Psalms 92:11Va lagad a zellô gan̄t faé out va énébourien; ha va skouarn a glevô héb aoun ar ré fallagr a zavô em enep.
Proverbs 24:17Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.