Levr Ovadia 1:7
Bété da harzou in̄t éat war da lerc’h: ar ré holl hô dôa gréat kévrédigez gan-éz hô deûz gréat goap ac’hanod: ar ré hô doa gréat ar péoc’h gan-éz a zô bét savet enn da énep: ar ré a zebré gan-éz hô deûz aozet spiou d’id: n’eûz két a boell enn-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Pénaoz hô deûs-hi c’houiliet Ésau, hag hô deûs-hi klasket el lec’hiou ar ré guzéta?
Cross References
Psalms 41:10Hôgen té, Aotrou, az péz truez ouz-in, ha gra d’in sével eûz a varô da véô ha mé a zistolô d’ézhô ann drouk hô deûz gréat (M).
Jeremiah 4:30Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.
Jeremiah 30:14Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.
Jeremiah 49:7Eur c’hôp aour é dourn ann Aotrou eo Babilon, hag hén̄ en deûz mezviet ann douar holl; ar brôadou hô deûz évet eûz hé wîn, ha dré-zé in̄t bét kéflusket.
Ezekiel 23:22Râk-sé, Ooliba, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai da zével énn da énep da holl orgédérien, a béré en deûz da éné bét hé walc’h; ha mé ho strollô enn da énep trô-war-drô.