Lizher d'ar Filipidi 1:28
Ha pénaoz hoc’h énébourien n’hô laka kéd da spoun̄ta; ar péz a zô d’ézhô eunn abek a gollidigez, hôgen d’é-hoc’h eunn abek a zilvidigez, ha kémen̄t-sé dré Zoué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'ar Filipidi 1
Cross References
Psalms 50:23Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué. ———— L. PSALM. Évid ann divez, Psalm David, pa zeûaz ar profed Natan étrézeg enn-han̄, goudé ma oa bét ô kaout Betsabéé.
Isaiah 12:2Chétu Doué eo va Salver, gan̄t fisian̄s é rinn pép tra, ha n’em bézô két a aoun; râg ann Aotrou eo va ners, ha va gloar, ha deûet eo da zilvidigez d’in.
Isaiah 51:12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
Luke 3:6Ha pép kig a wélô silvidigez Doué.
Luke 21:12Hôgen a-raog ann holl draou-zé é krogin̄d enn-hoc’h, hag éc’h heskinin̄t ac’hanoc’h, é kasin̄t ac’hanoc’h enn hô sinagogou hag er bac’hiou, ha dirâg ar rouéed hag ar rénerien, enn abek d’am hanô: