The Bible Software
Lizher d'ar Filipidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Filipidi 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 609-613) ◄ Lizer d’ann Éfézied. Lizer d’ar Filippied. Lizer d’ar Gollossied. ► LIZER SANT PAOL ABOSTOL D’AR FILIPPIED. ———— I. PENNAD. 1 Paol ha Timotéuz, servicherien Jézuz-Krist, d’ann holl zen̄t é Jézuz-Krist péré a zô é Filippoz, ha d’ann diagoned.

2Ra vézô gan-é-hoc’h, ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄d hon Aotrou Jézuz-Krist.

3Trugarékaad a rann va Doué, kenn aliez gwéach ma teû koun d’in ac’hanoc’h;

4Ha bépréd em fédennou é pédann évid-hoc’h holl gan̄t lévénez,

5O véza ma hoc’h eûz bét hô lôd é Aviel ar C’hrist adaleg ann deiz ken̄ta bété vréma.

6Râk kridi a rann gan̄t fisian̄s pénaoz ann hini en deûz déraouet ar mâd enn hô touez, hé beûr-c’hrai bété deiz Jézuz-Krist,

7Déréad eo em bé ar gréden-zé ac’hanoc’h holl, ô véza ma hô tougann em c’haloun, dré ma oc’h holl ken-vreûdeûr va lévénez, hag em éréou, hag em difenn, hag é krévadurez ann Aviel.

8Râk Doué a zô tést d’in pégémen̄t hô karann holl é kaloun Jézuz-Krist.

9Hag ar péz é pédann anézhan̄ da aotréa, eo ma kreskô hô karan̄tez mui-oc’h-vui é gwiziégez hag é pép skian̄t:

10Évit ma hellot anaoud ar péz a zô gwelloc’h, évit ma viot gwîrion hag hép gwall é deiz ar C’hrist:

11Ha ma viot leûn a frouez ar wirionez dré Jézuz-Krist: évit gloar ha meûleûdi Doué.

12Hôgen mé a fell d’in, va breûdeûr, é oufac’h pénaoz ar péz a zô c’hoarvézet gan-én̄, a zô deûet évit kreskadurez ann Aviel:

13Enn hévélep doaré ma éz euz brûd eûz va éréou er C’hrist enn holl léz, hag é meûr a léac’h all;

14Ha kalz euz hor breûdeûr enn Aotrou ô kémérout fisian̄s dré va éréou, hô deûz krédet mui-oc’h-vui prézégi gér Doué héb aoun.

15Hiniennou zô évit-gwîr hag a brézeg ar C’hrist dré hérez ha dré strîv, lôd all a ioul vâd;

16Lôd dré garan̄tez, ô c’houzout pénaoz ounn bet lékéat évit difenn ann Aviel;

17Lôd all a brézeg ar C’hrist dré strîv, ha nann gan̄d eeunder, ô kridi pénaoz é en̄krézon̄t ac’hanoun em éréou.

18Hôgen pé vern? Gan̄t ma vézô prézéget ar C’hrist enn eunn doaré-bennâg, daoust dré zarvoud, daoust dré wirionez: en em laouénaad a rann, hag en em laouénainn.

19Râg gouzoud a rann pénaoz kémen̄t-sé a zeûi da zilvidigez d’in, dré hô pédennou, ha dré skoazel Spéred Jézuz-Krist,

20Gan̄d ar géd hag ann espéran̄s em eûz, pénaoz na faziinn két é nétrâ; hôgen pénaoz ma komzann gan̄t péb herder, é vézô c’hoaz bréma meûlet er C’hrist em c’horf, daoust dré va buez, daoust dré va marô.

21Râk Jézuz-Krist eo va buez, hag ar marô a zô eur gounid évidoun.

22Ma choumann béô em c’hîk, é tenninn frouez euz va labour; hag ével-sé na ouzonn pétrâ da zilenna.

23En̄krézet ounn enn daou du: c’hoan̄t em eûz da véza dieûbet eûz va c’horf, ha da von̄t gan̄d ar C’hrist; ar péz a zô ar gwella kalz:

24Hôgen talvoudusoc’h eo évid-hoc’h é choumfenn em c’horf.

25Dré-zé em eûz fisian̄s é chouminn gan-é-hoc’h, hag é chouminn pell a-walc’h évid hô kwellaen, hag évit lévénez ar feiz;

26Évit ma vézô brasoc’h hô trugarez é-kén̄ver Jézuz-Krist, pa’z inn adarré d’hô kwélout.

27Likid évez hép-kén d’en em gen̄derc’hel ével ma’z eo dléet é Aviel ar C’hrist; évit ma wélinn, mar teûann étrézég enn-hoc’h, pé ma klevinn diwar hô penn, mar choumann ezvézan̄d, pénaoz é choumit stard enn eunn hévélep spéred, hag é labourit évit feiz ann Aviel;

28Ha pénaoz hoc’h énébourien n’hô laka kéd da spoun̄ta; ar péz a zô d’ézhô eunn abek a gollidigez, hôgen d’é-hoc’h eunn abek a zilvidigez, ha kémen̄t-sé dré Zoué.

29Râg eur c’hrâs eo en deûz gréad d’é-hoc’h ar C’hrist, nann hép-kén dré ma krédit enn-han̄, hôgen ivé dré ma c’houzan̄vit évit-han̄;

30O véza ma’z oc’h enn hévélep stourmou, é péré hoc’h eûz va gwélet, hag é péré é klevit émounn bréma. ———— II. PENNAD.

← Lizher d'an Efezidi 6Read In The App, Free →Lizher d'ar Filipidi 2 →

Study Lizher d'ar Filipidi 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234